Skipailh

saloñs al levrioù 2015
A-us : Clément Guillanton ha Manon Le Gourrierec
A-is : Hoel Mahé ha Malo Adeux

Malo Adeux zo ur skrivagner ha soner bet ganet e 1990. Krouet en deus ar gelaouenn Nidiad gant Gwendal Piégais ha Hoel Mahe e 2010. Barzhonegoù, kevellennoù, troidigezhioù, pennadoù diwar-benn al lennegezh a vez skrivet gantañ. Skridaozer ha reizher ar gelaouenn eo.

Clément Guillanton zo ur skrivagner ganet e 1993. E 2015 eo ebarzhet e skipailh Nidiad. Bredour klinikel eo. Barzhonegoù a vez skrivet gantañ ha pennadoù diwar-benn ar bredelfennerezh hag ar vredoniezh. E karg eus ar rummad prederouriezh eo. Merañ a ra kehenterezh Nidiad e darempred gant ar goumananterion.

Manon Le Gourrierec zo ur skrivagnerez hag un embannerez ganet e 1990. Ebarzhet eo e skipailh Nidiad e 2014. Barzhonegoù ha pennadoù lennegezh a vez skrivet ganti. E karg eus ar rummad lennegezh “spered plaen” eo.  Merañ a ra pajennaozañ hag embann ar gelaouenn.

Hoel Mahe zo ur skrivagner ganet e 1990. Unan eus tri c’hrouer ar gelaouenn eo. Kevellennoù, barzhonegoù, troidigezhioù ha pennadoù diwar-benn istor ar skiantoù a vez skrivet gantañ. Abaoe 2016 e kemer perzh e reizhañ ar gelaouenn. Ober a ra war-dro kehenterezh, hag aozadur Nidiad, hag e karg eus kontoù Nidiad eo ivez.

 

Website Built with WordPress.com.

Up ↑

%d bloggers like this: