Ur gelaouenn lennegel vrezhonek trimiziek eo Nidiad, bet krouet e 2010 e Naoned gant Gwendal Piégais, Malo Adeux ha Hoel Mahe.
Enni e vez kavet ingal barzhonegoù, kevelennoù, pennadoù studi o tennañ d’an istor ha d’ar brederouriezh, ha troidigezhioù liesseurt. Abaoe deroù ar gelaouenn ez eus bet skrivet gant un ugent skrivagner bennak abep oad hag a bep dremmwel.