Eizh vloaz eo Nidiad !

 

Abaoe eizh vloaz bremañ emañ ar gelaouenn Nidiad oc’h embann barzhonegoù, kevellennoù, troidigezhioù, pennadoù istor, lennegezh ha prederouriezh. Liesseurt an dodennoù bet pleustret ha studiet abaoe he donedigezh e gouloù e 2010 : lennegezh japanat, istor ar romant, politikouriezh, istor ar c’healiadurezhioù a-hed an amzerioù… hag an avantur a gendalc’h c’hoazh ar bloaz-mañ !

Ha fellout a ra deoc’h lenn pennadoù a-zoare en ur yezh arnevez diwar-benn dodennoù resis ? Koumanantit enta !

Ur gelaouenn yaouank ha nerzhus

Bep bloaz, gant peder niverenn, e kinnig deoc’h Nidiad :

  • Kevellennoù ha barzhonegoù savet gant skrivagnerion a bep oad hag a bep lec’h pe troet diwar oberennoù all
  • Barzhonegoù digant skrivagnerion Nidiad
  • Pennadoù lennegouriezh, istor ha prederouriezh o plediñ gant kudennadurioù hen ha kempred
  • Darempredoù gwirel etre eñvor hag istor
  • Prederiadennoù a-zivout testennoù hollvrudet en istor al lennegezh, eus Dante da Faulkner
  • Taladoù ar bed keltiek ouzh ar bed latin
  • Krouadurioù dic’hortoz e komz plaen
  • Ur gerva puilh ha displeget

 

Koumanantit !

NIDIAD BREIZH
33 straed Lorraine
44000 NAONED
pe dre valad : nidiad.gwe@gmail.com
Priz reol : 5€
Koumanant bloaz, Frañs : 20€
Koumanant bloaz, broioù all : 24
Studierion, dic’hweleion : 17€
Aozadurioù sevenadurel, levraouegoù, kevarzheoù ha strollezhioù : 30€
Koumanant niverel : 15€
Kasit ho chekennoù e gourc’hemenn NIDIAD.

Follenn goumanantiñ da bellgargañ.

Website Built with WordPress.com.

Up ↑